Sadiq Khan

Sadiq Khan miz Du 2016

Sadiq Khan zo ur politikour saoz, ha maer Londrez.

Ganet e voe d'an 8 a viz Here 1970 e Tooting (Londrez), en ur familh a orin eus Pakistan. Alvokad eo eus e vicher hag ezel eus Strollad al Labour.

Dilennet e voe evel kannad Tooting e Ti ar C'humunioù e 2005. Dilennet e voe da vaer Londrez e 2016.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne